
Ospitalioù Breizh : mouget get redadeg an helvusted | Sofa gant Radio BOA 1/2
Enklaskoù « Splann ! » da selaou
Enklask nevez « Splann ! » àr stad an traoù e ospitalioù ar vro.
Tier gwilioudiñ ha trumadoù lec’hel o serriñ, diaesamantoù an dud o labourat enno, savadurioù kozh-noe… Hag ur genstrivadeg (kollet) get ar c’hlinikoù prevez evit bout an arbennigerien. Peder lodenn a zo en enklask kaset get Caroline Trouillet, Isabelle Jarjaille ha Raphaël da Silva evit e gartennoù.
Ar sizhun-mañ e lak Caroline Trouillet ar gaoz àr ar sistem arc’hantaouiñ war an oberatadenn : an T2A. Lakaet e oa bet e plas e 2004 en ur framm « renevesaat » ar servij publik. Prizioù disheñwel a vez paeet d’an ospitalioù publik ha d’ar c’hlinikoù prevez hervez an oberatadennoù.
Ar pezh a zo n’int ket o daou o c’hoari get ar memes kartennoù : kefridi an ospitalioù publik a zo da bareañ toud an dud, ha da vezañ digor noz ha deiz. Ar pezh a zo eo marc’hadmatoc’h ar pezh a vez anvet « chirurgie ambulatoire », pa ne chom ket an dud da gousket en ospital.
Get ar c’hlinikoù e vez choazet da labourat muioc’h en ambulatoire, pa erru an dud da vitin hag e yelont d’ar gêr en-dro da noz. Muioc’h a zo da glevout en abadenn-mañ, pe da wellout get enklask « Splann ! » amañ.
Un abadenn enrollet e miz Here 2025 e Radio Kreiz Breizh, e Rostrenn.
Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned.
Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all.
📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! » et les entretiens de « Splann ! ».
💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken.
✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet.
👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, Bluesky, Threads, X et YouTube.
📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !