Lizher-kelaouiñ : douaroù labour-douar takad kizidik, labouret en intañsif #33
Enklaskoù « Splann ! » da selaou
Petra zo nevez hervez Splann ! e miz Here ? Un abadenn gant Enora Molac ha Caroline Trouillet.
Fokus Splann !
Etre Sant-Maloù ha Kankavenn : douaroù labour-douar takad kizidik, labouret en intañsif.
Dastumet evidoc’h
Ur « guichet unique » evit ar c’hleuzioù lakaet e plas ar miz paset ;
1.000 den o vanifestiñ etre An Naoned ha Kernitron al Lann enep un toull bac’h evit an dud dibaper ;
Sec’hor e Penn-ar-Bed ;
Souten bras ‘zo d’ar studier ag Aod an Olifant Vassiriki Doumbia, e-dan OQTF e Sant Albin an Hiliber.
Er podkast mañ e vez klevet ivez deiziataer « Splann ! » hag doéré ar raktresoù e-taldoc’h.
Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned.
Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all.
📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! » et les entretiens de « Splann ! ».
💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken.
✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet.
👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, TikTok, Bluesky, Threads, X et YouTube.
📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !