Lizher-kelaouiñ : Aber Ac’h, ar red-dour saotret gant dour distaolet gant an uzin laezh Even #20
30 June 2025

Lizher-kelaouiñ : Aber Ac’h, ar red-dour saotret gant dour distaolet gant an uzin laezh Even #20

Enklaskoù « Splann ! » da selaou

About

Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno :


Neventioù « Splann ! »




    Kaset e oa bet ar media enklask dirag ar lez-varn get ur lobby galloudus a labour àr ar c'hig-moc'h. Da-heul un enklask, da lenn aze. Doéré mat a zo: nullet eo bet klemm Philippe Bizien get ar lez-varn.



Doéré arall




    Idemia, un embregerezh e-dan ensell ar lez-varn broadel àr ar c'hontoù, a resev yalc'hadoù publik a-berzh Kumuniezh-kumunioù Gwitreg.



    Saotret eo dour an Aber-Ac'h a-gaoz da uzin laezh Even.



Dastumet evidoc’h




    Implijet eo bet teknologiezh digejañ an dremm( reconnaissance faciale) get Photorunning, hep kelaouiñ an rederien.ezed.



    AC ar gevredigezh enep-korupsion a gas "Tout commence Finistère" dirag ar lez-varn.



    Breizh, +4°C ken 2100...



Muioc’h en deiziataer, ha raktres astenn uzin Fenétréa e Benion e koad brekilien e fin ar podkast.


Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned.


Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all.


📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! » et les entretiens de « Splann ! ».


💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken.


✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet.


👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, Bluesky, Threads, X et YouTube.


📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !